null

Kreizenn an enklaskoù
Breizhek ha keltiek

KINNIGADUR AL LEVRAOUEG

Un dalc’had gouestlet da Vreizh ha d’ar broioù keltiek

Al levraoueg Yves Le Gallo (UMS 3554) a zo digor d’an holl. Enni e kaver un dalc’had dielloù gouestlet da Vreizh ha d’ar broioù keltiek : 54 000 levr (en o zouez 5 000 e brezhoneg, e pep stumm rannyezhel), 2 000 kelaouenn (koumanantet omp da 350 anezho), 16 000 diell son, luc’hskeudennoù, kartennoù-bro ha kartennoù-post.

Fiziet zo bet el levraoueg ivez dielloù tud veur war dachenn sevenadur Breizh, evel Per-Jakez Helias, Anatole ar Braz, Gwenc’hlan Le Scouezec,  hag ul lodenn vras eus an enklask bras a oa bet graet e Plozeved...

Deuet eo al levraoueg da vezañ un « unanenn servij kemmesk » eus ar CNRS (UMS 3554).

Dielloù al Levraoueg Yves Le Gallo

  • 39500 oberenn, en o zouez 15 000 embannet a-raok ar bloavezh 1960
  • 2080 kelaouenn (Ar Men, Ethnologie française…), 400 koumanant d’an ampoent
  • Diellaoueg son : 16 000 enrolladenn, en o zouez 300 CD aodio diembann da vezañ selaouet war al lec’h (dastumadennoù an etnologour Donatien Laurent), 
  • 9 600 pennad kazetennerezh, oberennoù a-stroll, aktoù kendaeloù…)
  • Diellaoueg skeudennoù : 2 000 kartenn-bost kozh, dastumadennoù fotoioù pe plakennoù gwer (glad Louis Thomas), 300 skritell…
  • 1000 kartenn-vro (IGN, kartennoù kozh, atlas)
  • Lennegezh « louet » : 405 tezenn, 400 labour DEA pe Master 2, 1800 labour mestroniezh pe Master 1
  • 60 CD-Rom
  • 220 CD-aodio

Ur film o kinnig al levraoueg, graet da geñver nozvezh an UBO (miz Du 2011)

Kevelerien ha rouedadoù

Pinvidikaet e vez gant Levraoueg Yves Le Gallo ar c’hatalogoù-mañ da heul :

Skoazelloù arc’hant

Skoazellet eo al levraoueg gant an UBO, gant Ministrerezh an deskadurezh uhel hag an enklask, gant Kuzul-Meur Penn-ar-Bed, ar CNRS, BMO.

Levraoueg Yves-Le gallo (UMS3554)

UMS3554

Bibliothèque Yves-Le Gallo
Faculté des Lettres et Sciences humaines Victor-Segalen
20 Rue Duquesne
29238 BREST
Tel : 33.(0).298.016.379
Fax : 33.(0).298.016.393
Courriel : marie-rose.prigent@univ-brest.fr

Ouvert du lundi au vendredi de 9h à 17h (fermée entre 12h et 13h pendant les vacances universitaires).

Fermeture annuelle : du 15 juillet au 23 août (inclus) et entre Noël et le jour de l'an.

Accès et emprunt d'ouvrages libres et gratuits.

    

Lire la suite