Vous êtes

IAE Brest
SKOL UHEL BREIZH IZEL
AR MERAÑ EMBREGEREZHIOÙ

Deuit da studian en IAE

War-hed peder eurvezh diouzh Pariz pe diouzh kastelloù al Liger, e bord ar mor, en un rannvro istorel, e tegemer bep bloaz an IAE studierien a orin eus 20 broadelezh hag ouzhpenn. Gouestlet eo ar programm Erasmus da studierien an Unvaniezh Europa. Gouestlet eo ar programm Campus France d'ar studierien a orin eus broioù nann-izili an Unvaniezh Europa.

Erasmus

Gant ar programm Ersamus e c'heller degemer studierien a orin eus broioù an Unvaniezh Europa e-doug ur c'hwec'hmiziad pe zaou. Evel-se e c'hellont heuliañ kelennadurezhioù e galleg e pennañ arc'hwelioù ar merañ embregerezh ha kement-se e kevatalder an danvezioù kelenn bet studiet ganto en o stummadur kentañ. A-gevret gant an den e karg eus ar programm Erasmus en IAE, e vez termenet ar c'helennadurezhioù o deus da sammañ.

Bez ez eus kevelerezhioù a gas d'an eskemmoù gant skolioù-meur en Italia, e Spagn hag en Alamagn, e Finland, e Hungaria...

Evit gouzout hiroc'h, deuit war al lec'hienn Erasmus+

Campus France

Gant ar programm Campus France e c'heller degemer studierien a orin dreistkumuniezhel. Dre-se e ra an IAE kelennadurezhioù war ziplomiñ d'ar studierien a orin eus a bep seurt broioù er Magreb (Maroko, Aljeria, Tunizia), en Afrika an Iz-Sahara (Republik Demokratel Kongo, Aod an Olifant...) hag en Azia (Sina, Viêt Nam, Mongolia...). End-eeun e vez enbarzhet ar studierien-se e stummadurioù an IEA war-lerc'h bezañ bet dibabet diouzh live an teuliad a ziskouezont.

Dre G/Campus France, en deus dizanvelezet an doareoù ober, e tremen an argerzhadur penn-da-benn.

Evit gouzout hiroc'h, deuit war lec'hienn Campus France