null

Kreizenn an enklaskoù
Breizhek ha keltiek

BEROSE

DESKRIVADUR

  • Rener skiantel er CRBC : Fanch Postic
  • Termen : 2012-2014
  • Doare raktres : korpus dielloù niverelaet, embannadur elektronek
  • Tachenn : etnologiezh
  • Gerioù-alc’hwez : sevenadur, etnologiezh, antropologiezh, folklor, hêrez ar bobl, stummoù an arallded, trevadennouriezh, istor ar skiantoù
  • Emgavioù skiantel da zont :

Kevelerien skiantel :

  • Laboratoire d'anthropologie et d'histoire de l'institution de la culture (LAHIC) ;
  • Bibliothèque nationale de France (BnF) ;
  • Bibliothèque du Musée des civilisations de l’Europe et de la Méditerranée (MuCEM) ;
  • Bibliothèque du Laboratoire d’anthropologie sociale du Collège de France (LAS) ;
  • Bibliothèque du Centre de documentation juive contemporaine – Mémorial de la Shoah ;
  • Centre de documentation du Groupe audois de recherche et d’animation ethnographique (GARAE).

Skoazelloù arc’hant : ANR « Korpus hag ostilhoù an enklask er Skiantoù sokial » (2008-2011), astennet e framm al Labex CAP


KINNIGADUR AR RAKTRES

Ur raktres enklask meret gant al LAHIC eo Berose, e bal sevel un diaz titouroù da zeskrivañ mareoù ha lec’hioù ganedigezh ar ouiziegezh etnografel adalek an 18vet kantved betek kreiz an 20vet kantved, evit klask kompren an  diforc’hioù etre ar sevenadurioù hag o dibaregezh, d’ur poent ma veze ar stadoù-broad o sevel hag an trevadenniñ o tiorren. Berose, ur benveg labour a-stroll, a zo anezhañ war ar memes tro ur c’horpus dielloù niverelaet (kelaouennoù ha lizhiri dreist-holl), ul lec’h-enklask a vo savet ur rouedad a zarempredoù skiantel diwarnañ, hag ul lec’h-embann elektronek evit lakaat war-wel disoc’hoù an enklaskoù-se.

Liammoù internet

Bérose enlinenn

Kinnigadur François Cadic war Berose