null

Kreizenn an enklaskoù
Breizhek ha keltiek

DIOUZH SAVBOENT AR MARZOÙ – RAKTRES ENKLASK WAR AL LENNEGEZH VREZHONEK

DESKRIVADUR

  • Renerezh skiantel er CRBC : Mannaig Thomas ha Nelly Blanchard
  • Padelezh ar raktres : 2012-2014
  • Doare raktres : diaz-titouroù diwar-benn lennegezh Breizh, kolok, embannadurioù
  • Tachenn : yezh ha lennegezh Breizh
  • Gerioù-alc’hwez : brezhoneg, lennegezh, skrivagnerien, sokiologiezh lennegel, istor lennegel, sokioyezhoniezh
  • Emgavioù skiantel da zont : kolok « Kennaskoù ha fraihoù el lennegezhioù ar marzoù » d’an 30 ha 31 a viz Mae 2013 e Brest

Kevelerien skiantel :

  • IKER, UMR 5478
  • CRPHL, EA 3003
  • CELIFRAB, Skol-veur Liège
  • Levraoueg Rennes métropole
  • Levraoueg Yves-Le Gallo, UMS 3554, Brest
  • Mirdi an arzoù kaer Brest

Skoazelloù arc’hant : MSH-B, UBO, Kuzul Meur Penn-ar-bed, BMO, Kuzul Rannvro Breizh


Kinnigadur ar raktres

Peurvuiañ eo tro-dro d’ur c’hreiz meur e vez embannet an oberennoù lennegel pennañ, hag an unanennoù bihanoc’h a rank en em  dermeniñ e-keñver ar c’hreiz-se. Dre e vrud, pouez e lennerien hag hini e oazadurioù (B. Denis et J.-M. Klinkenberg, 2006) ez eo ar c’hreiz mestr war pep tra. Broioù ar marzoù, er c’hontrol, a vez merket gant ar pellder (pellder egorel, sokial, broadel, ideologel, sokioyezhoniel, speredel pe bolitikel). Dre ar pellder-se e vez distreset an doare da veizout an norm. Evit gellout teurel ur sell nevez war lennegezh Vreizh – koulz ha war pep lennegezh krouet dindan endroioù damheñvel, evel al lennegezhioù e yezhoù rannvroel da skouer – e ranker prederiañ war an eskemmoù (G. Genette, 1982) hag ar  meskajoù etre al lennegezhioù-se, ha pelloc’h, war an holl dachennoù arzel. Ma komzer eus ur sell savet gant ar marzoù drezo o-unan e ranker kompren anezhañ dre e zarempred gant ar bed a-bezh, da lavaret eo dre ur preder a-stroll hag etrebroadel war al liammoù hag ar frailhoù etre lennegezhioù ar marzoù ha re ar c’hreiz, hag ivez dre o darempredoù diabarzh, da lavaret eo re an dachenn lennegel (Bourdieu, 1991) breizhat. Ar pezh a ranker ober eo lakaat splann al lec’hioù hag ar rouedadoù e-lec’h m’en em gav holl aktourien an dachenn-se. Ret-mat eo neuze kelaouiñ war endro ha statud sokial ar grouerien, ha diwar-se, kas studioù a vefe lennegel ha sokioyezhoniel war un dro. Dre liammañ an doare kenveriañ ha modelizañ-se ha dre lakaat pizh keñver-ha-keñver roadennoù fetis e vo posubl kompren dibarelezh ar savboent marzel breizhek, da lavaret eo ar preder « narkisek » (Le Berre, 2006) war petra eo Breizh, ha da respont d’ar goulenn-mañ : petra lavar un arzhour diwar e benn pa vez o komz eus Breizh ?

Teir dachenn-labour az a d’ober ar raktres-se :

Kefridi 1 : Kennaskoù ha frailhoù el lennegezhioù marzel (kolok)

Er prantad kentañ-se e vo roet tro da glaskerien eus tachennoù-labour disheñvel d’en em welet evit labourat a-stroll war naoutur ar marzoù. E Brest, d’an 30 ha d’ar 31 a viz Mae 2013, e vo dalchet ar c’holok « Kennaskoù ha frailhoù el lennegezhioù marzel ».

Kefridi 2 : Hentad ar skrivagnerien vrezhonek (bank roadennoù)

Er bank-roadennoù e vo renablet an titouroù a zo anezho dija, da vezañ klokaet ha nevezaet goude. Da gentañ e vo studiet an hollad roadennoù diwar-benn an oberourien vrezhonek adalek orin al lennegezh-se betek ar 21vet kantved. En diaz pennañ e vo lakaet ar roadennoù diwar-benn an oberourien. Outañ e vo staget un diaz « oberennoù », ha goude un diaz « kelaouennoù ». Dre groazañ an tri dalc’had-se e vo tu deomp kaout ar roadennoù ret evit lañsiñ enklaskoù nevezus war ar rouedadoù ha war mont en-dro tachenn al lennegezh vreizhek.

Kefridi 3 : Lavar Breizh, en em lavaret (atelieroù liestachenn)

Aozet e vo 3 atelier liestachenn evit bodañ klaskerien war al lennegezh, an arzoù kaer, ar sinema, an tisavouriezh, ar sonerezh, h.a. Neuze e c’hellimp keñveriañ an holl dachennoù a-benn heñchañ an dielfennañ, dibab ar patromoù boutin ha prederiañ war ar fedoù ispisial pe dibar. Dre ur c’henlabour gant Mirdi an arzoù kaer Brest e vo kreñvaet tu ikonografek ar studi. Diskouez dibarded pep tachenn, met ivez sevel treuzennoù etrezo, eo pal ar raktres. Dre ur sindezenn eus al labourioù a-stroll e vo savet ur c’hlozadur hollek. Embannet e vo en ul levr disoc’hoù al labourioù evit lakaat war-wel  perzhioù heverkañ an tem-se.