null

Kreizenn an enklaskoù
Breizhek ha keltiek

KREIZENN AN ENKLASKOÙ BREIZHEK HA KELTIEK

Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek (CRBC, EA 4451 / UMS 3554) a zo anezhi ul lec’h-arnod, ennañ 46 ezel o labourat war tachennoù enklask liesseurt : istorourien (eus an henistor betek an deiz-hirio), yezhonourien, keltiegourien, saoznegourien, etnologourien, sokiologourien, tud eus « rann al lizhiri » ar braz anezho. Plediñ a reont holl gant temoù ha tachennoù enklask a denn eus an takadoù sevenadurel breizhek ha keltiek, pezh ne vir ket outo kas en-dro enklaskoù war tachennoù all, hini Europa, ar bed Atlantel peurgetket, pe larkoc’h, pe e vefe dre labourioù hiniennel pe a-stroll. 

Pal ar raktres 5 bloaz (2012-2016) « Trobarzhoù ha nerzhioù identelek » a zo anezhañ lakaat war wel penaos e vez ganet, diorroet ha bevet an identelezhioù e-barzh an takadoù trobarzhel hag ar mod d’en em soñjal warno.

 Er CRBC ez eus ivez 60 danvez-doktor, 79 enklasker-kenstag ha 9 implijad er servijoù melestradurel ha teknikel.

Div elfenn az a d’ober ar CRBC : CRBC Brest, lec’hiet en UBO (Skol-veur Breizh-Kornôg), ha CRBC Roazhon, e Skol-veur Roazhon 2.

Ar skipailh-ren

Rener ar CRBC
Philippe Jarnoux
Pgz : 33 (0).298.016.836
Postel : philippe.jarnoux@univ-brest.fr

Eilrenerez
Anne Goarzin (Roazhon)
Pellgomz : 33 (0).299.141.621
Faks 33 (0).296.231.710
Postel : anne.goarzin@univ-rennes2.fr

Eilrener (Brest)
Ronan Calvez
Pellgomz : 33 (0).298.016.383
Postel : ronan.calvez@univ-brest.fr

Eilrener (Roazhon)
Gwendal Denis
Pellgomz : 33 (0).299 14 17 15
Postel : gwendal.denis@univ-rennes2.fr

Rener melestradurel
Brest
Phlippe Lagadec
Pellgomz : 33.(0).298.016.385
Faks : 33.(0).298.016.393
Postel : philippe.lagadec@univ-brest.fr

Rennes
Rener melestradurel
Yann Aubin
Pellgomz : 33.(0).299.141.550
Postel :yann.aubin@univ-rennes2.fr

Follenn-ginnig klokoc’h CRBC Brest (PDF)

Gerioù-alc’hwez ar CRBC : Breizh ; broioù keltiek ; istor ; yezhoù ; lennegezhioù ha sevenadurioù rannvro ; etnologiezh ; sokiologiezh ; yezhoù, lennegezhioù ha sevenadurioù ar broioù keltiek ; lennegezhioù.

Obererezhioù war an enklask

Emañ kelennerien-enklaskerien CRBC Brest oc’h ober war-dro ur pemzek bennak a raktresoù-enklask (en o zouez 1 ANR, 2 MSHB, 2 GIS).

Bep bloaz e vez aozet ganto ivez un dek bennak a emgavioù skiantel (kolokoù, devezhioù studi ha seminarioù). Embannet e vez ivez un tri-ugent pennad bennak e-barzh kelaouennoù skiantel, koulz hag un ugent levr bennak, en o zouez 6 betek 8 dre Embannadurioù ar CRBC.

Levraoueg Yves Le Gallo

Er CRBC ez eus ivez ul levraoueg-enklask gouestlet da Vreizh ha d’ar broioù keltiek, anezhi ar vrasañ hini war an dachenn-se. Un harp diziouerus eo evit an enklask : labelaet eo bet gant ar CNRS d’ar 1añ a viz Genver 2012, ha deuet eo da vezañ un unanenn enklask e servij skipailhoù enklask all dre talvoudekadur he dalc’hadoù a bep seurt (dielloù son ha kleweled ha dielloù dre skrid).

Meret e vez ivez gant ar CRBC Kreizenn lennegezh dre gomz Maner Kernaaod e Mellag.

Embarzhadur er vuhez sokial, ekonomikel ha sevenadurel

Kelennerien-enklaskerien ar CRBC Brest  koulz hag implijidi ar melestradurezh hag ar servijoù teknikel a gemer perzh e meur a zoare en obererezhioù talvoudekaat an enklask ha kreskiñ dielloù levraoueg Yves Le Gallo.

Kelenn

7 Master en UBO zo kenstaget d’ar CRBC :

3 master « enklask » :

- Identelezhioù, glad, istor, arbennigiezh Nerzhioù identelek
- Identelezhioù, glad, istor, arbennigiezh Bedoù an amzer gozh : eus ar bedoù keltiek ha kreizdouarel da gevredigezhioù ar grennamzer
- Skiantoù ha teknikoù an embregerezh korf hag ar sportoù, arbennigiezh Sport ha skiantoù sokial, melestradur, tiriadoù, enframmadur

2 vaster micherel :

- Identelezhioù, glad, istor, arbennigiezh Sevel raktresoù war dachenn an touristelezh sevenadurel
- Identelezhioù, glad, istor, arbennigiezh Merañ glad an tisavouriezh hag an arzoù

2 vaster micherel (micher ar c’helenn)

- Identelezhioù, glad, istor, arbennigiezh Micherioù ar c’helenn / kelenn el liseoù hag er skolajoù ;
- Micherioù an deskadurezh hag ar stummadur, arbennigiezh Kelenn er skolioù divyezhek ha micherioù ar c’helenn.

Kemer a ra perzh ivez kelennerien-enklaskerien ar CRBC e 4 master all :

1 master « enklask » :

- Arzoù, lennegezhioù ha sevenadurioù, arbennigiezh Identelezhioù hag emskeudennaouiñ e broioù ar C’haraib

3 master micherel :

- Micherioù an deskadurezh hag ar stummadur, arbennigiezh Galleg evel yezh estren
- Yezh ha kehentiñ, arbennigiezh Merañ raktresoù etrebroadel liesyezhek
- Yezh ha kehentiñ, arbennigiezh Skridaozañ/treiñ

Tezennoù ha danvez-doktored

Danvez-doktored ar CRBC a zo stag eus div skol doktorelezh : Skol doktorelezh an Arzoù, al Lizhiri hag ar yezhoù, hag hini Skiantoù mab-den ha skiantoù sokial.

Kevelerien ha skoazelloù arc’hant

Liesseurt eo kevelerien ar CRBC : lec’hioù-enklask, aozadurioù, kevredigezhioù sevenadurel.

Eus meur a lec’h e teu ivez ar skoazelloù arc’hant : Ministrerezh an Deskadurezh Uhel hag an Enklask, CNRS, Ministrerezh ar Sevenadur, Skol-Veur Breizh-Izel, Kuzul Meur Penn-ar-Bed, Kuzul Rannvro Breizh, BMO.

CRBC BREST

Centre de recherche bretonne et celtique

Faculté des Lettres et  Sciences Humaines
20 Rue Duquesne - CS 93837
29238 BREST Cedex 3

Téléphone : 33.(0).298.016.331
Fax : 33.(0).298.016.393
Courriel : crbc@univ-brest.fr

Lire la suite

Levraoueg Yves-Le gallo (UMS3554)

UMS3554

Bibliothèque Yves-Le Gallo
Faculté des Lettres et Sciences humaines Victor-Segalen
20 Rue Duquesne
29238 BREST
Tel : 33.(0).298.016.379
Fax : 33.(0).298.016.393
Courriel : marie-rose.prigent@univ-brest.fr

Ouvert du lundi au jeudi de 9h à 17h et de 9h à 12h le vendredi (fermée entre 12h et 13h pendant les vacances universitaires).

Fermeture annuelle : du 15 juillet au 23 août (inclus) et entre Noël et le jour de l'an.

Accès et emprunt d'ouvrages libres et gratuits.

    

Lire la suite

KREIZENN ENKLASK HA KELAOUIÑ WAR AL LENNEGEZH DRE GOMZ

Manoir de Kernault

29300 Mellac
 

e-mail : crbc@univ-brest.fr

Lire la suite

CRBC ROAZHON

Rennes

Responsable de la cellule recherche en Langues
Yann Aubin
yann.aubin@univ-rennes2.fr
Tél. 02 99 14 15 50

Secrétariat de la cellule recherche en langues
ufr-langues-recherche@univ-rennes2.fr

Fabienne Oger
fabienne.oger@univ-rennes2.fr
Tél. 02 99 14 16 17

Agnès Biron
agnes.biron@univ-rennes2.fr
Tél. 02 99 14 16 06

Fax : 02 99 14 16 05

Lire la suite