Vous êtes

IAE Brest
SKOL UHEL BREIZH IZEL
AR MERAÑ EMBREGEREZHIOÙ

An enklask

Bodet eo an imbourc'herien war skiantoù ar merañ el labourva ICI (Information, Coordination, Incitations).

Kinnig

Sellout a ra tachenn skiantel al labourva ouzh danvezioù kelenn (marketing, strategiezh, loazioù denel, arc'hant bras, reizhiad ditouriñ...) hag ouzh danvezioù dodennek (liñveladoù war marc'hadoù an arc'hant bras, diorren padus, atebegezh sokial, ekonomiezh kengret, ar boblañs war goshaat).

Degemeret e vez ivez gant an ICI an danvez-doktored o tont eus skol-veur Breizh-Izel hag a labour war skiantoù ar merañ embregerezh.

War daou zanvez dodennek pennañ eo frammet al labourva :

- an oberiantiz atebek a-fed sokial a-berzh an dud a zo e-barzh an aozadurioù, embregerien, renerien, sternidi pe gopridi e vefent.
- ar boblañs war goshaat, emzalc'hioù beveziñ sokial stag ouzh an donezonoù gwenneien hag ouzh ar yec'hed.

Mont-en-dro skiantel

E deroù pep trimiziad e vez pedet izili al labourva evit kemer perzh en un emvod meur. Un doare mat eo da renabliñ enklaskoù ar mare, koulz er par broadel hag er par lec'hel.

Bep yaou kentañ ar miz e vez aozet ingal emvodoù imbourc'h da ginnig pennadoù-skrid skiantel war enklaskoù liesseurt.