Vous êtes

IAE Brest
SKOL UHEL BREIZH IZEL
AR MERAÑ EMBREGEREZHIOÙ

Petra eo an IAE ?

Startijenn ez eus en IAE e bed an embregeriezh peurgetket.

 

Bep bloaz e kemer perzh ar studierien e kenstrivadeg « Les entrepreneuriales / Devezhioù an embregeriezh » m'en en gav enno studierien o heuliañ stummadurioù disheñvel (lennegezh, merañ, ijinourien, skiantoù) evit sevel ur raktres krouiñ embregerezh.

Priziet e vez pep raktres gant ur barn-vod, ennañ embregerien, prizachourien er magerezhioù embregerezh ha kuzulierien er par rannvroadel hag er par broadel. Bep bloaz ez a ur priz pe meur a hini zoken gant studierien an IAE.

Aozet ez eus bet ur stummadur gouestlet d'an embregeriezh gant an IAE. Ur stummadur eo an diplom « Pépite / Malzenn » a zo e bal aesaat spered an embreger e-touez ar studierien (poloù studierien evit an nevesaat, an treuzferiñ hag an embregeriezh).

Ur c'hant eurvezh stummadur bennak az a d'ober an diplom. E miz Genver 2015 ez eus bet roet lañs d'ar bloaziad kentañ gant 17 studier e Breizh, kement-se e kevelerezh gant IAE Roazhon. Ouzh dedalvezadurioù nevezus war smartphone e sell lod vrasañ ar raktresoù krouiñ embregerezh.