null

Kreizenn an enklaskoù
Breizhek ha keltiek

Collex Persée

TRAOU DA C’HOUZOUT

Roll al levrioù enlinenn

War ar roll enlinenn e c’heller sellet ouzh dalc’hadoù al levraoueg.

Eurvezhioù

Eus al Lun d’ar Gwener, eus 9 eur da 17 eur (serr etre kreisteiz ha 13 eur e-pad ar vakañsoù-skol).
Serr eo al levraoueg etre Nedeleg ha deiz kentañ ar bloaz hag ur miz e-pad an hañv.

Lenn war al lec’h pe er gêr

Digor d’an holl eo ha digoust sellet ouzh teulioù ar CRBC (war-bouez an dalc’hadoù dielloù). Ret eo en em enskrivañ avat. Evit hen ober, degasit mar plij ur gartenn-anv talvoudek koulz hag un testeni annez.

Pevar levr e c’heller amprestiñ, evit teir sizhun.

Penaos mont di

E kreiz-kêr Brest emañ lec’hiet Levraoueg Yves Le Gallo, 5 mn bale diouzh an ti-kêr ha 15 mn diouzh an ti-gar.

Levraoueg Yves Le Gallo
Kreizenn al Lizhiri ha Skiantoù an dud
Batis C, 4e estaj
20 ru Duquesne
CS 93837
29238 Brest Cedex 3

Pgz : 33. (0). 298.016.379
Faks : 33. (0). 298.016.393
Postel : marie-rose.prigent@univ.brest.fr

Parkañ

Evit gouzout penaos parkañ ho karr e-kichen al levraoueg, sellit mar plij ouzh al lec’hienn « parkañ e Brest ».

Tud ampechet

Dre ur bignerez a gaver en antre batis C Skol-veur al Lizhiri ha Skiantoù mab-den Victor-Segalen e c’heller tizhout al levraoueg.

Ur sal studi 100 plas enni

En estaj uhelañ al levraoueg ez eus ur sal 100 plas azezet, gant 10 urzhiater luget ouzh ar rouedad, daou lenner mikrofilm hag ur bonn WiFi.

Pevar diellour a zo aze evit sikour ac’hanoc’h ha respont d’ho koulennoù.

Luc’heiler

Ul luc’heiler emservij ez eus, a vez lakaet kartennoù rakpaeet ennañ (da brenañ er mekanikoù, batis B, eil estaj Skol-veur al Lizhiri, pe e levraoueg al lizhiri ar skol-veur).

N’eus ket urzh da luc’heilañ al levrioù kozh, ar c’hartennoù-post kozh, ar skridoù mestroniezh pe master, an tezennoù pe an dielloù. Ar re-se zo da vezañ sellet outo war al lec’h.

Kartennaoueg

Emañ raktres ur sal evit sellet ouzh ar c’hartennoù war ar stern.

Levraoueg Yves-Le gallo (UMS3554)

UAR3554

Bibliothèque Yves-Le Gallo
Faculté des Lettres et Sciences humaines Victor-Segalen
20 Rue Duquesne
29238 BREST
Tel : 33.(0).298.016.379

Courriel : direction.bibliothequeCRBC@univ-brest.fr

La bibliothèque passera en horaires réduits durant la semaine du 26 février :

    Du lundi au jeudi : 9h-12h / 13h-18h
    Vendredi : 9h-12h / 13h-17h

Accès et emprunt d'ouvrages libres et gratuits.

    

Lire la suite