null

Kreizenn an enklaskoù
Breizhek ha keltiek

Collex Persée

KREIZENN ENKLASK HA KELAOUIÑ WAR AL LENNEGEZH DRE GOMZ

Krouet e oa bet Kreizenn enklask ha kelaouiñ war al lennegezh dre gomz dre ur c’henemglev etre Departamant Penn-ar-Bed, Kreizenn broadel an enklask skiantel (CNRS) ha Skol-Veur Breizh-Izel (UBO). Staliet eo e Maner Kernaod, e Mellag. Kefridi ar greizenn eo :

  • tolpañ hag urzhiañ ar mamennoù dornskrivet hag an dielloù diwar emsav dastum hêrez poblek dre gomz an 19vet kantved ;
  • eilañ ha kinnig anezho d’an dud ;
  • prientiñ embannadur an testennoù dastumet ;
  • aozañ emgavioù skiantel gant aozadurioù damheñvel o c’hefridioù e Bro-C’hall koulz hag en estrenvro ;
  • degemer devezhioù studi ar CRBC pe prezegennoù ma vez ingal kelennerien-enklaskerien an UBO o kemer perzh enno

Abaoe 1997 e vez aozet ivez gant ar greizenn devezhioù studi war temoù a denn d’al lennegezh dre gomz. Ur glad dielloù a zo ivez e dalc’h ar greizenn (kelaouennoù, oberennoù a denn da Vreizh ha d’al lennegezh dre gomz). Bez e c’heller studial anezho dre gemer emgav.

Darempred

Kreizenn enklask ha kelaouiñ war al lennegezh dre gomz 
Maner Kernaod - 29300 Mellag
Pgz : 33.(0).298.719.060
Faks : 33.(0).298.718.133
Postel : fanch.postic@univ-brest.fr

Manoir de Kernault

Foto : Chemins du Patrimoine en Finistère, Frédéric Thaëron, Hervé Ronné

Levraoueg Yves-Le gallo (UMS3554)

UAR3554

Bibliothèque Yves-Le Gallo
Faculté des Lettres et Sciences humaines Victor-Segalen
20 Rue Duquesne
29238 BREST
Tel : 33.(0).298.016.379

Courriel : direction.bibliothequeCRBC@univ-brest.fr

La bibliothèque passera en horaires réduits durant la semaine du 26 février :

    Du lundi au jeudi : 9h-12h / 13h-18h
    Vendredi : 9h-12h / 13h-17h

Accès et emprunt d'ouvrages libres et gratuits.

    

Lire la suite