Dispakañ a ra ur panellad stummadurioù e pennañ arc'hwelioù ar merañ embregerezh.
Eus an aotreegezh betek ar master eo troet hor c'helennadurezhioù ouzh micherelaat ar studierien gant kinnigoù evel-hen : kentelioù nevezus o doare diazezet war amprouadoù gwirion : degouezhioù, raktresoù, c'hoarioù embregerezh; prezegennoù ha kentelioù gant imbourc'herien arbennik war ar merañ ha gant tud perzhek a-vicher ur bedagogiezh oberiant lakaet war-sav a-gevret gant tud ar meteier micherelaat; kinnig ostilhoù d'ar studierien war-nes en em gavout er bed micherel (forom ar micherioù, prientiñ ar pebeil skol-veur-labour, embregeriezh); lakaat ar studierien da bakañ skiant-prenet en embregerezh dre gemer perzh en ur staj hir (3 pe 6 miz ar bloaz) pe dre ur c'hontrat pebeil