Petra eo an IAE ?
Diazezet eo ar stummadurioù war prientiñ ar studierien a-raok ma stagfent gant bed al labour.A-benn gwellaat an doareoù pedagogel eo liammet pep stummadur ouzh ar meteier micherel : sternidi, Renerezh al Loazioù Denel (RLD), kevredigezhioù micherel.
Bep bloaz, e miz Genver, e aoz an IAE forom ar micherioù. Graet «Chrysalide / Poupenn » anezhañ, e kinnig an devezh-se an diaweladoù war marc'had al labour e Bro-C'hall hag en Europa. Bodañ a ra tud a-vicher a ginnig o zammig hentad hag o micher, Renerien Loazioù Denel a zispleg an doareoù tuta en o embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù hag an implijerien.
Erfin, tremen a ra ar micherelaat dre gemer perzh e stajoù zo (da vare trede bloavezh an aotreegezh, da vare ar master 1) hag er pebeil skol-veur-labour (da vare an aotreegezh vicherel ha da vare pempvet bloavezh holl vasterioù an IAE estreget ar masterioù enklask ha merañ an embregerezhioù).